Ni breiziz ha galon karomp hon gwir vro
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-do
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mad,
A skuilhas eviti o gwad.
{Refrain}:
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro !
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,
Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer,
Enne kousk meur a Vreizhad taer !
{Refrain}
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv;
N'eus pobl ken kaloneg a zindan an neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O! pegen kaer ec'h out, ma Bro!
{Refrain}
Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezelioù braz,
He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh,
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh !